Accueil > Kevredigezh / Association BEMDEZ : Deomp war-raok ! - Avançons !

Kevredigezh / Association BEMDEZ : Deomp war-raok ! - Avançons !

Publie le mardi 7 décembre 2004 par Open-Publishing

E Gwened, d’ar Sul 5 a viz Kerzu 2004
A Vannes, le dimanche 5 décembre 2004

Demat deoc’h,
Bonjour,

Kavit amañ da heul ur gemennadenn.
Vous trouverez ci-dessous un communiqué.

A galon,
Cordialement,

Bertrand Deléon.
Kemennadenn

Communiqué de presse

Deomp war-raok !

Ar gevredigezh sevenadurel Bemdez zo stad enni o vezañ m’eo ken laouen hag e c’hall rannañ he entan p’emañ Kuzul departamant ar Mor-Bihan o paouez divizout lakaat sevel panelloù-hent divyezhek. Ez-wir eo frealzus an degemer graet a-unvouezh hag a-wel gant kevredigezhioù ha strolladoù politikel d’ar c’heloù-se evit amzer-da-zont ar brezhoneg. Ha kas a rafe kemenn ar c’hoant da vroudañ a-gevret betek tennañ splet diouzh ur gwir bolitikerezh yezh da vezañ lakaet da dalvezout evit ar brezhoneg er vuhez foran ?

Daoust da bouez an difreoù kaset da benn gant hor c’hevredigezh ouzh Kuzul an departamant, al lizhiri hag ar goulennoù bezañ degemeret, ar c’hantadoù a banelloù-henchañ brezhonek faos staget e Bro-Wened abaoe c’hwec’h bloaz, kantadoù a anvioù-tud dastumet e-kerzh sinadurioù, e ranker anzav eo bet degaset an disoc’h-mañ gant oberioù Stourm Ar Brezhoneg (SAB), bet aet war gresk, a zo anezho livañ ar panelloù-hent. An hevelep oberoù a oa bet talvoudus gwezhall e departamantoù Aodoù-an-Arvor ha Penn-ar-Bed.

Anat eo e vije bet graet hep an oberoù-se, ha kement tra zo deuet d’o heul a vije bet aet hebiou an holl (tud harzet, heuliet hag unan toullbac’het), ma vije abretoc’h hor redioù war ar yezh ken unvan ha nevez zo.

Dre-se e c’halvomp ar c’hevredigezhioù hag ar c’hevredadoù sevenadurel, koulz hag ar strolladoù politikel o deus roet da c’houzout pegen klok en em gavent da-heul disklêriadur an Ao. Kerguéris a-zivout an diviz-mañ, da embann splann ma vo laosket an Ao. Herve Bossard, bet barnet an 2 a viz Du 2004 evit bezañ kemeret perzh e oberoù SAB hag o c’hortoz e vefe jedet digoll Kuzul an Departamant hag an DDE e barnerezh keodedel hiviziken, da ren e vuhez disoursi. Bezomp kalonek ha lorc’h ennomp evit kadarnaat ez eus un talvoudegezh kefridiel d’e vec’h !

Evit ur pennabeg reizh n’en do ket an Ao. Bossard, ezel eus Bemdez, kement a stad hag an Ao. Juppé, ezel eus an UMP.

Evit Bemdez, ar c’hadoriad,

Bertram Deléon.


Avançons !

L’association culturelle Bemdez se réjouit de pouvoir partager avec autant d’enthousiasme sa satisfaction consécutive à la décision du Conseil Général du Morbihan de mettre en place une signalétique bilingue. En effet, l’accueil unanime et ostensible fait à cette annonce par de nombreuses associations et partis politiques est encourageant pour l’avenir du breton. Annonce t’il le désir de peser ensemble pour faire valoir l’intérêt d’une véritable politique linguistique à l’égard du breton dans la vie publique ?

Malgré l’utilité certaine des nombreuses démarches effectuées par notre association auprès du Conseil Général 56, les courriers et demandes de rendez-vous, les centaines de panneaux indicateurs factices en breton apposés dans le pays vannetais depuis 6 ans, des centaines de noms récoltés lors de pétitions, il faut bien avouer que l’acte décisif a été la recrudescence des actions de l’association Stourm Ar Brezhoneg (SAB) consistant à noircir les panneaux directionnels. Ce sont ces mêmes opérations qui ont payées dans le passé dans les départements des Côtes-d’Armor et en Finistère.

Il est clair que si cette nouvelle homogénéité des revendications linguistiques avaient été naturellement plus précoce, ces actions et les conséquences qui s’en suivent (entre autres des arrestations, des filatures et une incarcération) auraient pu être évitées.

De ce fait, nous invitons les associations et fédérations culturelles, ainsi que les partis politiques qui ont fait part de leur entrain suite aux déclarations de M. Kerguéris concernant cette décision, d’exiger publiquement l’abandon des poursuites à l’encontre de M. Herve Bossard, qui jugé le 2 novembre 2004 pour avoir participé aux actions de SAB attend désormais la note du Conseil Général du Morbihan et la DDE en audience de la partie civile. Ayons le courage et la dignité d’affirmer que son action a été d’utilité publique !

Pour une cause juste, M. Bossard, par ailleurs membre de Bemdez, n’aura pas les mêmes égards que M. Alain Juppé, membre de l’UMP.

Pour Bemdez, le président,

Bertrand Deléon.

Kevredigezh / Association BEMDEZ
C Ti ar c’hevredigezhioù / Maison des associations
6 straed ar Govuerezh / 6 rue de la Tannerie
56 000 GWENED / VANNES - ( 02 97 46 59 42 / È 06 11 51 43 15 )