Accueil > Brezhoneg ebet, taos ebet / Pas de breton, pas de pognon

Brezhoneg ebet, taos ebet / Pas de breton, pas de pognon

Publie le mercredi 28 septembre 2005 par Open-Publishing

Brezhoneg ebet, taos ebet

Un ezel eus hor c’hevredigezh, an Ao. Kevin Blackwell, hag a zo o chom e Reoz e Bro-Wened, en deus diaezamantoù gant ar justis c’hall. Nac’hañ a ra ent gwir paeañ an taos skinwel d’an Teñzor diwar an abegoù da heul : amzer zister lakaet d’hor yezh war ar chadennoù stag ouzh ar gwazva foran hag abadenn vrezhonek ebet er skinwel nag er skingomz e Breizh-Uhel pa ’z eo ret dezhañ ha d’e verc’h brezhonegerez anezhi gouzañv abadennoù skinwel rannvro Pétain e departamant ar Mor-Bihan.

Gant-se e c’houlenn ar stourmer-se bezañ harpet gant Skoazell Vreizh ha kaout ur breutaer eus he bodad breutaerien a-benn talañ ur wezh diwezhañ kent ma vo silet an taos-mañ gant an dell war ar gopr.

A-hend-all, un ezel all eus hor c’hevredigezh, an Ao. Herve Bossard, a zlee 6.861,31 € c’hoazh da Guzul Departamant ar Mor-Bihan ha d’an D.D.E. diouzh disoc’h prosez e galv al Lun 13 a viz Mezheven 2005, bet e Lez-Varn an Oriant, evit bezañ degaset da soñj dezho dre zuañ panelloù-heñchañ ag ar gefredi gwazva foran a zo dezho e-sell ar brezhoneg.

Gant Bemdez e vez kinniget obererezhioù a bep seurt, pep tra diouzh al lezenn, a-benn kas hor sevenadur war-raok hogen n’eus ket peadra da vezañ souezhet pa ’z eus un darn eus he izili aet skuizh gant he doare da stourm keit na ziskouez dilennidi Breizh kement a youl evit selaou goulennoù Breizhiz.


Pas de breton, pas de pognon

Un membre de notre association, M. Kevin Blackwell demeurant à Rieux / Reoz dans le pays vannetais, a quelques soucis avec la justice française. En effet, il refuse de payer sa redevance audiovisuelle au Trésor Public pour les raisons suivantes : place désuète réservée à la langue bretonne sur les chaînes de service public et absence de diffusion des émissions en breton, de la télévision et de la radio publiques, dans l’intégralité de la Haute-Bretagne alors que lui et sa fille brittophone doivent se contenter des programmes télévisuels "pays-de-loiriens" dans le département du Morbihan.

De ce fait, ce militant demande l’assistance de l’association Skoazell Vreizh et d’un avocat de son pool afin de contre-attaquer une dernière fois avant que cette taxe ne soit confondue dans l’impôt sur le revenu.

Par ailleurs, suite au verdict du procès en appel rendu le lundi 13 juin 2005 au Tribunal de Grande Instance de Lorient, un autre membre de notre association, M. Herve Bossard, doit encore verser 6.861,31 € au Conseil Général du Morbihan et à la D.D.E. pour avoir rappelé en barbouillant des panneaux directionnels les manquements de ces derniers à leur rôle de service public vis-à-vis de la langue bretonne.

L’association Bemdez propose diverses activités en toute légalité dans l’objectif de promouvoir la culture bretonne. Or, il n’est guère surprenant de constater que certains de ses membres perdent patience quant à cette manière d’agir tant que les élus bretons ne montrent pas plus d’entrain pour écouter les revendications bretonnes.

Evit Bemdez, ar c’hadoriad, / Pour Bemdez, le Président,
Bertrand Deléon.

Kevredigezh / Association BEMDEZ
Ti ar c’hevredigezhioù / Maison des associations
6 straed ar Govuerezh / 6 rue de la Tannerie
56 000 GWENED / VANNES - BREIZH / BRETAGNE - Pgz / Tél. 06 11 51 43 15.
http://membres.lycos.fr/bemdez/